Gouel ar Minihi 2022 / Fête du Minihi 2022

Ur gwir dudi eo bet ar gouel e Minihi Levenez. Niverus e oa an dud a oa deuet da lidañ an devez ispisial gant Job.

Bennoz Doue d’an dud, bihan, krennard pe war an oad, a zo deuet betek Minihi Levenez disadorn 22 a viz HereBennoz Doue d’ar re a oa unanet gant Job dre ar bedenn ha n’o doa ket gellet dont evit abegoù familh, pellder ha yec’hedBennoz Doue d’an holl re o deus harpet ar skipailh en un doare bennak hag ar re o deus labouret start evit ma vefe degemerus al lec’h koulz en diabarzh hag en diavaezBennoz Doue da Joëlle, leun a startijenn hag a zo bet al liamm etre an hollevit raktresañ ar gouel hag he deus lakaet e plas un diskouezadeg poltriji gant eñvorioù fromus, e-pad pelerinachoù a-hed ar bloavezhioùBennoz Doue d’an holl veleien a oa deuet da genlidañ an overenn gant JobBennoz Doue d’an animatourien en overenn : Pascal ha e verc’h Gabi gant ar c’han, Guillemette gant an delenn hag he mamm Isabelle gant an harmoniomBennoz Doue d’ar re o deus servijet ar banne kafe hag an apero gant ur mousc’hoarzh ledanBennoz Doue d’ar re a oa o terc’hel stal al levrioùBennoz Doue da Allah’s Kanañ, pemzeg den yaouank eus al lazh-kanañ o doa gellet dont gant o startijenn frealzusBennoz Doue da V/Marie gant ar violoñs, Thomas gant an akordeons, Clémentine gant ar piano o doa kanet kanaouennoù e brezhoneg gant JoëlleBennoz Doue da Guillemette da vezañ prientet pezhioù telenn nevez evit an abadennBennoz Doue da Job evit tout ar mad en deus graet evidomp holl hag a ra hep ehan e seizh gwellañ evit frealziñ pep hini ac’hanompBennoz Doue da familh Job hag a zo bet prisius adalek aozadur ar gouel betek ar finBennoz Doue da re o deus staliet ha distaliet an taolioù evit ar pred ha echuet gant ar skotaj atav laouen ha sederBennoz Doue ha digarez d’an holl re am eus ankounac’haet...

Un petit mot aussi pour les non-bretonnants :C’était une belle fête au MinihiMerci à tous les amisMerci à Job et sa familleA ceux qui étaient venusEt ceux qui n’ont pas puSe libérer samediMais bien présents par la penséeMerci à chacun, maillon d’amitiéQui à sa façon, a permisQue cette journée soit bénieAvec tant de gens réunisCertains, après mois ou annéesAuprès de Job pour son jubilé