Bloavez mad d'an oll / Bonne Année à Tous ! 2

 Bep bloaz e teu ar mare-mañ da heti d’on tud, d’or mignoned, d’on amezeien «eur bloavez mad hag eüruz, yehed mad ha levenez...» hag a greiz kalon eo her reom hag her raim adarre eveljust ! Med en taol-mañ n’om ket gouest da ankounac’haad ez-eus eur goumoulenn zu a-zioc’h or penn, eur goumoulenn ha ne fell ket dezi mond kuit! Bloavez mad a lavarim koulskoude, daoust d’ar C’hovid daonet-se, ’n’eur c’houlenn en on diabarz na skofe war hini ebed euz ar re a garom. Gwasoc’h mareou on-eus anavezet marteze en or buez, med ar pez a ra d’ar mare-mañ beza torr-penn, eo e zoare kuz, ha penaoz e teu a nebeudou a-benn da zistarda al liammou kenetrezom, beteg ober euz or famillou inizi a bella tamm ha tamm an eil diouz eben.

   Bez’ ez-eus koulskoude e peb lec’h tud ha ne fell ket dezo gweled ar re all ’vel dañjeruz evito. N’eo ket eur gwall binijenn dougen eur maskl ha gwalhi an daouarn aliez ma c’hell kement-se enebi ouz ar c’hleñved, ha dreist-oll savetei an daremprejou. Rag den ne c’hell padoud heb daremprejou. Ezomm braz on-eus da zantoud e kontom evid ar re all, hag ar pez a zo gwir evidom a zo ken gwir all evid ar re all. Gwelet on-eus pegen spontuz eo bet evid ar re goz beza kraouiet en o c’hambr. An diouer a zaremprejou a gas d’an dizesper ha d’ar maro. Forz pegen arvaruz ’vefe ar bloaz nevez, e vezo kaer ma ouezom savetei an daremprejou, ha zokén rei dezo eul lañs nevez !
   Gouzoud a reom ive on-no muioc’h mui d’en em zikour evid tala eneb an diêzamañchou a bep seurt a c’hello c ‘hoarvezoud : diêzamañchou a yehed, a labour, a lojeiz hag all. Red eo deom soñjal emaom o vond war-zu an amzer vrao hag ema an deiz o vond da hirraad. Klevet ’vo c’hoaz kan al laboused ha c’hoarzou ar vugale, hag ar sklêrijenn a lako en-dro ar bleuniou da zigeri hag or mêziou da veza glaz tener. N’om ket greet evid an noz, med evid sklêrijenn gaer an deiz. E toull an nor ema, ha dizale e vezo ganeom ! Ra vezo ive en or c’halon !
   Bloavez mad ha laouen d’an oll !


   Chaque année vient ce moment de souhaiter aux nôtres, à nos amis, à nos voisins «une bonne et heureuse année, bonne santé et joie...» et nous le faisons de bon coeur et nous le referons évidemment. Mais cette fois nous ne pouvons oublier qu’il y a un nuage sombre au-dessus de notre tête, un nuage qui ne veut pas s’en aller ! Nous dirons quand même Bonne année, malgré ce damné Kovid, en demandant intérieurement qu’il ne frappe aucun de ceux que nous aimons. Nous avons peut-être connus de pires moments dans notre existence, mais ce qui rend celui-ci pénible, c’est son côté caché, et comment il en arrive peu à peu à relacher les liens entre nous, jusqu’à faire de nos familles des îles qui s’écartent petit à petit les unes des autres.
   Il y a cependant partout des gens qui ne veulent pas voir les autres comme dangereux pour eux. Ce n’est pas une bien grave pénitence que de porter un maque et de se laver souvent les mains, si cela peut lutter contre la maladie, et surtout sauver les relations. Car personne ne peut tenir sans relations. Nous avons grand besoin de sentir que nous comptons pour les autres. Nous avons vu combien ce fut épouvantable pour les anciens d’être confinés dans leur chambre. Le manque de relations conduit au désespoir et à la mort. Quelque indécise soit la nouvelle année, elle sera belle si nous savons sauver les relations, et même leur donner un élan nouveau.
   Nous savons aussi que nous aurons de plus en plus à nous aider les uns les autres pour lutter contre les difficultés de toutes sortes qui pourront survenir : difficultés de santé, de travail, de logement...etc. Il nous faut penser que nous allons vers le beau temps et que le jour va s’allonger. On entendra encore le chant des oiseaux et les rires des enfants, et la lumière fera de nouveau s’épanouir les fleurs et donnera un vert tendre à nos campagnes. Nous ne sommes pas faits pour la nuit, mais pour la belle lumière du jour. Elle est au pas de la porte, et bientôt elle sera avec nous ! Qu’elle soit aussi en nos coeurs !
Bonne et joyeuse année à tous
 !

Job an Irien d'ar 30 a viz kerzu / le 30 décembre.