Home

KELEIER / ACTUALITES

Euz petra on-eus aon ? De quoi avons-nous peur ?

COVID-19 : les étranges arguments anti-masque, recyclés de l'ère ...    Euz a belec’h eo deuet ar seurt aon-ze, a zo en em zilet en or spered abaoe eun nebeud miziou ? Santoud a reem mad e oa eun dra bennag ha ne ’zae ket mad e istor ar bed, ha ne ouiem ket petra. Re vrao oa deuet ar vuez da veza, peogwir e welem euz an eil boavez d’egile ar vuez o hirraad, hag an dud a gant vloaz o tond da veza niverusoc’h niverusa. Kredet on-noa en eun araokadenn heb fin peogwir on-noa pelleet diouz or broiou ar brezel hag an naonegez. War ar mêz e kreske an atañchou muioc’h-mui... Lod tud o-doa sonet ar c’hloc’h-galv koulskoude, peogwir o-doa santet araog ar re all e vedom war eun hent-dall, med n’int ket bet selaouet. Goulenn a raent cheñch hent, med perag cheñch hent pa ’z-eo ken brao an hent a ’z-eom gantañ... Hag eo c’hoarvezet ar C’hovid-19. ’Vel eun taol kurun en or bed digatar, ha neuze eo bet dizoloet on aon kuz, eun aon hag a oa o voudinellaad en or skouarn abaoe pell, eun aon ha ne felle ket deom kleved.
    Mastaret on-eus boul ar bed ha mall eo deom kempenn anezi. N’om ket re ziwezad ma fell deom cheñch on doareou da implij pinvidigeziou ar bed ha da ranna anezo evid gwella mad an oll. An taniou-gwall er Siberi a lavar deom n’on-eus ket amzer da goll. An digoada en Amazonia, ouspenn laerez o boued digand an dud a vev eno, a vir ouz ar bed da denna e alan. Implij ar glaou ha dreist-oll implij divuzul an eoul-douar evid on energiez hag ar plastik ne reont nemed gwasaad stad or bed...
    Evid ar wech kenta marteze euz on istor on-eus aon euz an amzer da zond. Teñval eo an oabl dirazom. Eun araokadenn ha ne lak ket an den hag an doujañs evid an natur da genta ne gas nemed a-benn d’ar voger. N’eo ket eun araokadenn wirion peogwir e tigas ganti falc’h ar maro. Goud a ouezom hirio e c’hell pep hini ahanom ober eun dra bennag evid savetei an amzer da zond. Douarou a vo kollet, inizi a vo beuzet ha poblou a ranko dilezel o bro ma ne reom ket amañ ar pez a c’hellom. Na lezom ket an aon-kuz d’or seiza, rag oll asamblez on-eus ar garg euz or bed, hag ar pez a reom en on lec’h deom-ni a zo a-bouez evid ar bed a-bez.


10 choses à savoir sur le coronavirus    D’où est venue cette sorte de peur qui s’est insinuée dans notre esprit depuis quelques mois ? Nous sentions bien qu’il y avait quelque chose qui n’allait pas bien dans l’histoire de notre monde, et nous ne savions pas quoi. La vie était devenue trop belle, puisque nous la voyions d’une année sur l’autre s’allonger, et que les gens de cent ans devenaient de plus en plus nombreux. Nous avions cru en un progrès sans fin, puisque nous avions écarté de nos pays la guerre et la famine. Dans les campagnes les fermes s’agrandissaient de plus en plus... Certains avaient pourtant sonné le tocsin, parce qu’is avaient ressenti avant les autres que nous allions vers une impasse, mais ils n’ont pas été écoutés. Ils demandaient de changer de direction, mais pourquoi changer de direction quand est si belle la route que l’on suit... Et le Covid-19 est arrivé. Comme un coup de tonnerre dans notre ciel sans nuages, et nous avons alors découvert notre peur cachée, une peur qui bourdonnait à nos oreilles depuis longtemps, une peur que nous ne voulions pas entendre.
    Nous avons sali notre globe, et il est plus que temps de le réparer. Nous ne sommes pas trop tard si nous voulons changer nos manières d’utiliser les richesses du monde et les partager pour le meilleur bien de tous. Les incendies en Sibérie nous disent que nous n’avons pas de temps à perdre. La déforestation de l’Amazonie, en plus de voler leur nourriture aux gens qui y vivent, empêche notre monde de respirer. L’utilisation du charbon et surtout l’utilisation démesurée du pétrole pour notre énergie et le plastique ne font qu’empirer l’état de notre monde...
    Pour la première fois peut-être de l’histoire de notre monde, nous avons peur de l’avenir. Le ciel est sombre devant nous. Un progrès qui ne met pas l’homme et le respect de la nature en premier ne conduit que dans le mur. Ce n’est pas un vrai progrès puisqu’il apporte avec lui la faux de la mort. Nous savons aujourd’hui que chacun de nous peut quelque chose pour sauver l’avenir. Des terres seront perdues, des îles seront noyées et des peuples devront abandonner leur pays si nous ne faisons pas ici ce que nous pouvons. Ne laissons pas la peur cachée nous paralyser, car tous ensemble nous sommes responsables de notre monde et ce que nous faisons en notre lieu est important pour le monde entier.

Job an Irien d'ar 3 a viz gouere / le 3 juillet.

Santig Du


PRIER AVEC SANTIG DU EN TEMPS DE PANDEMIE - Diocèse de Quimper    «Ha perag ez-oc’h gwisket ken paour ?» a veze goulennet digand ar breur Yannig. Hag eñ a responte : «Ablamour ma ’z-on an disterra euz ar vreudeur.» E 1316 e-noa ar breur Yannig, ginidig euz Sant-Nouga, kuiteet parrez Sant-Gregor e Roazon ’lec’h ma oa bet person epad 13 vloaz, evid dond da veza breur fransiskan e Kemper. N’e-noa mui netra war e ano, ha ne oa nemed eur paour-kêz den o skei war dor eur gouent evid goulenn beza resevet en urz. Kalon Yann a oa digor evid an oll, dreist-oll evid ar beorien, ar gakouzed a yee da weled bemdez pe dost. Brokuz e oa ha prest da rei pep tra euz ar pez e-noa. Aliez ez ae da gestal evid ar re baour. Goude ar brezel etre Charlez ar Bleiz ha Yann Monforz a skoas war kêr Gemper e 1344-45, setu ar gernez vraz o skei didruez e 1346, hag ar breur Yann divoutou dre ar ruiou : «Tud a zo war-nez mervel gand an naon, deuit war o zikour !» Sammet eo Yannig gand e zac’h re bonner, med seulvui eo ponner, seulvui eo laouen. Ar zoubenn a zo o virvi en eur chaodouron vraz, Yannig oc’h ober tan. Eun deiz e roas evel-se soubenn d’eur mil a dud.
    E miz eost 1349, gwasoc’h c’hoaz : ar vosenn o skei war Gemper. Yannig ne ehan ket. Mond a ra dre ar ruiou, a di da di, e ti ar re baourra, ar re genta taget, êz eo da intent. Setu eñ warzu ar re zo dare da vervel, o c’hovez a ra, rei konfort dezo en o eur ziweza... hag o zebelia goude o maro. Ar breur Yann a zo aze gand e bedennou, e zaelou, e garantez. Tri bloaz ha tregont a zo ema evel-se ar breur Yann oc’h astenn war Gemper mantel e garantez. Med ar vosenn a zeuas a-benn anezañ a-benn ar fin. Eun devez e krogas ennañ da vad. O tistrei d’ar gouent e oa skuiz maro. Ar breur Yannig a bedas beteg e huanadenn ziweza, hag e ene a guiteas e gorv d’ar 15 a viz kerzu 1349. Yannig a Zant-Nouga a oa nao bloaz ha tri-ugent.
    An eñvor anezañ n’eo ket bet kollet nag e Kemper, nag e Sant-Nouga, hag e iliz-veur Kemper e teu c’hoaz koulz lavared bemdez tud da zigas bara evid ar re baour dirag delwenn an hini a vez greet anezañ Santig Du, peogwir eo bet livet e du e zae c’hriz ! ’Doug kleñved-red ar C’hovid-19, ez-eus bet en on touez meur a zantig-du hag o-deus roet o amzer, o aket hag o c’harantez da glask savetei ha d’an nebeuta kalonekaad ar re a zo bet taget gand ar c’hleñved. Mousc’hoarz laouen ar breur Yannig a lavar deom e c’hell eur bann-heol treuzi ar gwasa teñvalijenn.

(Diwar Santig Du, Visant Favé)

    «Pourbannière de Santig du, dessinée à Concarneau. Elle sera brodée par ...quoi es-tu si pauvrement vêtu ?» demandait-on au frère Yannig. Et il répondait : «Parce que je suis le moindre des frères.» En 1316 le frère Yannig, originaire de Saint-Vougay, avait quitté la paroisse de Saint-Grégoire à Rennes, dont il avait été le recteur pendant treize ans, pour devenir frère franciscain à Quimper. Il ne possédait rien, et n’était qu’un pauvre homme venant frapper à la porte d’un couvent pour demander à être reçu dans l’ordre. Le coeur de Jean était ouvert à tous, plus particulièrement aux pauvres, les cacous (lépreux) qu’il allait voir presque tous les jours. Il était généreux et prêt à donner tout ce qu’il avait. Il allait souvent quêter pour les pauvres. Après la guerre entre Charles de Blois et Jean de Montfort qui frappa la ville de Quimper en 1344-1345, voici la famine qui sévit sans pitié en 1346, et le frère Jean «sans souliers» de parcourir les rues : «Il y a des gens sur le point de mourir de faim, venez à leur aide !» Il est trop lourd le sac de Yannig, mais plus il est lourd et plus il se réjouit. La soupe est en train de bouillir dans une grande marmite et Jean est à faire du feu. Un jour il servit ainsi la soupe à un millier de personnes.
    Au mois d’aôut 1349, pire encore : la peste s’abat sur Quimper. Yannig n’arrête pas. Il parcourt les rues, il va de maison en maison, chez les plus pauvres, ceux qui sont les premiers atteints, cela se comprend facilement. Le voilà au chevet des moribonds; il les confesse et les réconforte à leur dernière heure... et les ensevelit après leur mort. Le frère Jean est là, avec ses larmes, ses prières et son amour. Cela fait trente trois ans qu’il est ainsi, répandant sur la ville de Quimper le manteau de sa charité. Mais à la fin, la peste vint à bout de lui. Un jour la maladie l’atteignit pour de bon. En retournant au Couvent, il était mort de fatigue. Le frère Jean pria jusqu’à son dernier souffle, et son âme quitta son corps le 15 décembre 1349. Yannig de Saint-Vougay avait 69 ans.
    Son souvenir ne s’est perdu ni à Quimper, ni à Saint-Vougay, et à la cathédrale de Quimper des gens viennent encore pratiquement chaque jour apporter du pain pour les pauvres devant la statue de celui qu’on appelle le petit saint noir parce que sa bure grise a été peinte en noir ! Au cours de l’épidémie de Covid-19, il y a eu parmi nous bien des Santig-Du qui ont donné leur temps, leur soin et leur amour pour sauver et au moins encourager ceux qui ont été atteints par la maladie. Le sourire joyeux du frère Jean nous dit qu’un rayon de soleil peut traverser la pire obscurité.

(D’après Santig Du par Visant Seité)

Job an Irien d'ar 26 a viz even / le 26 juin.

Kleñved-red / Epidémie


De la peur de l'épidémie de coronavirus à "l'épidémie de la peur ...    Ne ouiem ket kén petra ’oa eur c’hleñved-red. Er c’hantved diweza, on tud koz o-doa soñja mad c’hoaz euz ar grip-spagnolad, hag he-doa rasket milionou a dud, hag ive euz ar c’holera e-noa greet e reuz en naontegved kantved. Med ar gwasa euz ar c’hleñvejou-ze, hag a lakee spont e kalon an dud pa veze ano anezañ, a oa ar vosenn. Houmañ he-doa pourmenet dre ar vro, e lec’h pe lec’h, etre 1348 ha 1598, ’lec’h ma chomas a-zav e Plougastell, goude beza kaset d’ar vered an hanter euz poblañs ar barrez. War a leverer, an aotrou a Gereraod, taget d’e dro gand ar c’hleñved spontuz, e-noa greet le da Zoue, ma vefe an diweza, da zevel eur c’halvar braz e bered Plougastell. Hag e oe an diweza : mervel a reas e miz gwengolo 1598. Ar vosenn a jomas a-zav en deiz-se e Toull-ar-Groaz, war hent an Arvor, ’lec’h ma weler hirio c’hoaz Kroaz ar Vosenn. Tud ar barrez a ’n’em unanas gand le an aotrou a Gereraod evid sevel ar groaz-se ha dreist-oll ar c’halvar braz, a oe echu e 1604, hag a zo bet adkempennet goude distrujou braz ar brezel diweza.
    Eveljust e oe savet eur vojenn da gonta penaoz e oa deuet ar vosenn beteg Plougastell. E-kichenn Toull ar Groaz e oa eun vilin-avel, hag ar miliner yaouank, nevez dimezet, e-noa prometet d’e wreg mond d’ober eun dro da Vrest. War an distro, e-kichenn an treiz, o-doa kavet eur vaouez koz a c’houlenne diganto an aluzenn, rag n’he-doa gwenneg toull ebed evid paea an treizour. Paeet o-doa eviti, hag eur wech treuzet an Elorn, he-doa houmañ lavaret dezo : «Mad oc’h bet evidon, ha d’am zro e roan deoc’h eur prov : ar vuez ! Me eo ar vosenn. Ober a ran tro-Breiz hag e teuan da ober va eost e Plougastell. Prometi a ran deoc’h e chomin a-zav e toull ho tor !» Ar pez a c’hoarvezas. An heveleb istor dre vraz a vez kontet war an harzou etre Elian ha Tourc’h, er Groazig, ’lec’h ma chomas ive a-zav ar vosenn.
    D’ar mare-ze ne oa louzou ebed eneb ar vosenn. Ne c’hellent nemed trei o daoulagad war-zu Doue ha pedi kaloneg an daou zant brudet evid o diwall diouz ar c’hleñved, sant Rok ha sant Sebastian, hag e pep iliz koulz lavared e vezo kavet eun delwenn euz hini pe hini. Eur c’hiz koulskoude a ’n em stalias e parrez pe barrez : an dour o veza gwelet ’giz enebour ar vosenn, lod euz an dud, goude beza bet en eun interamant, a gemeras ar pleg da walhi o daouarn gand dour glan. Eun dra hag a anavezom c’hoaz. (Da veza kendalhet).


La grande peste noire du Moyen Âge [Vidéo] – Aphadolie – DE LA ...   Nous ne savions plus ce qu’était une épidémie. Au siècle dernier, nos anciens se souvenaient bien encore de la grippe espagnole qui avait éliminé des millions de gens, et aussi du choléra qui avait fait ses ravages au XIXème siècle. Mais la pire de ces maladies, qui semait l’épouvante dans le coeur des gens dès que l’on en parlait, c’était la peste. Celle-ci avait parcouru le pays, d’un lieu à l’autre, entre 1348 et 1598, où elle s’arrêta à Plougastel, après avoir conduit au cimetière la moitié de la population de la paroisse. Selon les dires, le sieur de Kérérault, atteint à son tour par la terrible maladie, avait fait voeu à Dieu, s’il était le dernier, d’élever un grand calvaire dans le cimetière de Plougastel. Et il fut le dernier : il mourut en septembre 1598. La peste s’arrêta ce jour-là à Toull-ar-Groaz, sur la route de l’Armorique, là où se voit aujourd’hui encore la Croix de Peste. Les paroissiens s’unirent au voeu du sieur de Kérérault pour éléver cette croix et surtout le grand calvaire, qui fut terminé en 1604, et qui a été restauré après les destructions de la dernière guerre.
    Une légende bien sûr germa pour raconter comment la peste était parvenue à Plougastel. Auprès de Toull-ar-groaz, il y avait un moulin à vent, et le jeune meunier, nouvellement marié, avait promis à sa femme d’aller faire un tour à Brest. Au retour, auprès du passage, ils avaient rencontré une vieille femme qui leur demandait l’aumône, car elle n’avait pas le moindre sou percé pour payer le passeur. Ils payèrent pour elle, et une fois l’Elorn traversé, elle leur dit : «Vous avez été bons pour moi, et à mon tour je vous fais un cadeau: la vie. Je suis la peste. Je fais le tour de la Bretagne et je viens faire ma moisson à Plougastel. Je vous promets que je m’arrêterai au pas de votre porte !» Ce qui advint. La même histoire en gros se raconte aux limites d’Elliant et de Tourc’h, au Croisic, où s’arrêta aussi la peste.
    A l’époque, il n’y avait aucun remède contre la peste. Les gens ne pouvaient que tourner leurs regards vers Dieu, et prier intensément les deux saints renommés pour les protéger de la maladie, saint Roch et saint Sébastien, et dans pratiquement toutes les églises on trouvera une statue de l’un ou de l’autre. Une coutume cependant va s’établir dans certaines paroisses : l’eau étant vue comme ennemie de la peste, certains, au retour d’un enterrement, prirent l’habitude de se laver les mains à l’eau pure. C’est quelque chose que nous connaissons encore. (à suivre)

Job an Irien d'ar 19 a viz even / le 19 juin.

An Niverenn Nevez (171) MINIHI LEVENEZ : An douar hag an aoter IV / St Gwenole ha Landevenneg

 

 

Nouveau numéro (171) de la revue MINIHI LEVENEZ :

An dour hag an aoter IV / l'eau et l'autel

Sant Gwenole ha Landevenneg

Koumanant bloaz (Bep eil miz), Abonnement annuel à la revue "MINIHI LEVENEZ" : 50 €

KLIKIT AMAÑ / CLIQUEZ ICI :

M'ho peus c'hoant kaout leoriou pe bladennou / Bon de commande.

30ed deiz-ha-bloaz Minihi 30ed deiz-ha-bloaz Minihi dsc03138 dsc03140 dsc03143 dsc03144 dsc03145 dsc03147 dsc03148 dsc03149 dsc03153 dsc03155 dsc03157 dsc03161 dsc03162 dsc03163 dsc03164 dsc03165 dsc03166 dsc03167 dsc03168 dsc03172 dsc03173 dsc03174 dsc03176 dsc03177 dsc03181
<< > || >>
Free business joomla templates